ip.bzh
Français
IP.BZH(1)

Dornlevr ip.bzh

Anv

ip.bzh — ho chomlec'h IP foran, diouzh un dermenell

Berradenn

curl ip.bzhcurl 'ip.bzh/json?[ip=CHOMLEC'H][&lang=YEZH]'curl 'ip.bzh/TITOUR[?lang=YEZH]'curl ip.bzh/port/PORZH[,PORZH…]curl ip.bzh/asn/ASNnc ip.bzh 23

Deskrivadur

ip.bzh a respont e testenn eeun da curl, wget, PowerShell ha da forzh peseurt skript : hep kont, hep alc'hwez, hep heuliañ. Gant curl ip.bzh/help e vez diskouezet ar skoazell-mañ en termenell ivez.

Ho chomlec'h

curl ip.bzh
Ho chomlec'h IP foran hepken, e testenn.
wget -qO- ip.bzh
Ar memes tra gant wget, el lec'h ma vank curl.
irm ip.bzh
Ar memes tra e PowerShell (Windows).
curl ip.bzh/ip
E testenn atav, zoken evit un arval a c'houlenn HTML.

Munudoù e JSON

curl ip.bzh/json
Chomlec'h, stumm, bro, kêr, pourchaser kevreañ, niverenn AS hag anv ostiz.
curl 'ip.bzh/json?ip=1.1.1.1'
An hevelep titouroù evit ur chomlec'h all, hep anv ostiz.
curl 'ip.bzh/json?lang=fr'
Anvioù al lec'hioù e galleg ; ivez br, de, es, it (saozneg dre ziouer).

Un titour hepken

curl ip.bzh/country
Ar vro.
curl ip.bzh/country-code
Kod ar vro (ISO 3166, div lizherenn).
curl ip.bzh/city
Ar gêr.
curl ip.bzh/asn
Niverenn reizhiad emren (AS) ar rouedad.
curl ip.bzh/isp
Ar pourchaser kevreañ pe an herberc'hier.
curl ip.bzh/hostname
An anv ostiz (DNS tuginet).

Ur titour dianav a ro ur respont goullo (fazi 404). Ouzhpennit ?lang=br evit anvioù al lec'hioù e brezhoneg.

Porzhioù digor

curl ip.bzh/port/443
Hag-eñ e c'haller tizhout porzh 443 ho chomlec'h diouzh Internet : open, closed pe filtered.
curl ip.bzh/port/22,80,443
Betek 10 porzh war un dro, ul linenn « porzh stad » evit pep hini.

Rouedadoù un oberier

curl ip.bzh/asn/13335
Holl rouedadoù ar reizhiad emren 13335, IPv4 ha goude IPv6, unan dre linenn : prest evit ur voger-dan. Eus an diaz roadennoù lec'hel DB-IP.

Hep arval HTTP

nc ip.bzh 23
Ho chomlec'h dre ur gevreadenn TCP eeun : routerioù BusyBox, endalc'herioù bihanañ.
telnet ip.bzh 23
Ar memes tra gant telnet.

All

curl ip.bzh/stats
Ar stadegoù implij, strollet, e JSON.
curl ip.bzh/help
Ar skoazell-mañ, en termenell (?lang=br evit ar brezhoneg).
https://ip.bzh/?sky=demo
En ur merdeer : drekleur an egor hepken, e mod teñval, e fiñvadennoù an eil war-lerc'h egile.
https://ip.bzh/?net=demo
En ur merdeer : drekleur ar rouedad hepken, e mod teñval, gant e zarvoudoù.

Fazioù

400
Chomlec'h pe roll porzhioù direizh.
404
Titour dianav evit ho chomlec'h : goullo eo ar respont.
429
Re a c'houlennoù : klaskit en-dro goude an dale roet gant an talbenn Retry-After.
503
Prouad porzhioù : ac'hubet eo ar servijer, klaskit en-dro a-benn un nebeud eilennoù.

Gwelet ivez

Ostilhoù, Merdeer, Stadegoù, Politikerezh ar vuhez prevez

ip.bzh2026-10-16IP.BZH(1)